



Bez'ez eo Arvorig FM ur radio nann kenwerzhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok er brezhoneg er madiaoù ; pal kentañ ar gevredigezh Ar Skinoù a voe sevel ur radio e brezhoneg penn da benn, ar pezh a voe graet d'an 18 a viz Mezheven 1998, pa voe kroget da skignañ war vro Landerne a drugarez d'ur frekañsenn FM, an 91.7, bet roet deomp gant ar CSA (Kuzul Uhelañ ar C'Hlevelet). Savet e voe ur studio e Kommanna e Menez Are, un 250 metr bennak a-us da live ar mor (tost an uhelañ e Breizh, neuze, nepell eus stign bras ar Roc'h Tredudon). O tastum nerzhioù omp bet abaoe penn kentañ ar radio ha bremañ ez eus pemp den gopret da labourat ganeomp (4 da ober abadennoù) ; politikerezh ar radio a vez divizet gant kuzul_merañ ar gevredigezh Ar Skinoù.
Dont a ra an arc'hant eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed ha eus un aozadur stad (FSER : Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).
Abaoe ar penn kentañ e vez skignet abadennoù komzet e brezhoneg nemetken ha sonerezhioù mesket eus ar bed a-bezh.
En abadennoù komzet e kaver dreistholl keleier sevenadurel, reportajoù ha kronikoù. Muioc'h mui a abadennoù a vez, a drugarez d'ar skipailh a zo aet war gresk ha d'an dud a youl vat a zeu da ginnig deomp kas da benn abadennoù a bep seurt diwar-benn ar pezh a blij dezho, gant sikour implijidi ar radio.
Troet eo ar sonerezh war-zu Breizh hag ar broioù keltiek eveljust, hogen e kaver traoù a bep seurt toud, eus ar rok betek sonerezhioù ar bed pe "world music". Kement-se a ya d'ober ur radio n'eus ket e bar e lec'h all hag unan a vez selaouet gant a bep seurt tud, memes lod n'int ket brezhonegerien.
Ce projet a débuté en 2003, sous l'impulsion des radios Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Radio Kerne et la volonté de l'association Stalig de participer au éveloppement de la culture bretonne. Enfin, en septembre 2004, il voit le jor... et vous pouvez maintenant écouter nos radios en direct, partout dans le monde.
Il suffit de disposer d'une connexion internet avec un simple modem récent ! (ça marchera ême au fond de votre campagne perdue et oubée dans laquelle le haut ébit n'arrivera qu'en ême temps que l'autoroute et le TGV)
Gant
sikour / Avec le soutien de
