http://www.arvorigfm.com/index.php?vrs=Tunnel
Arvorig FM War eeun

SEKRED-KEGIN 04

Frouezh an diskar-amzer war ar billig

AOZENNOÙ

. 800 gr a frouezh: Avaloù, rezin, fiez...
. 40 gr a jinjembr fresk
. Ur glorenn vanilha
. 20 gr a sukr rouz gant vanilha
. Ul loiad soubenn a eoul sesam
. Ul loiad soubenn a yod alamandez
. Ur werennad dour klouar


Sekred- kegin

Gwelloc’h eo kaout frouezh bio. Gwalc’hiñ anezho. Sec’hañ anezho. Troc’hañ anezho a dammoù bihan dre an hirder, hep kignat anezho. Tennañ ar greun. Tennañ pep rezinenn unan hag unan d’eus ar strollad. Kignat an tamm jinjembr ha rasklañ anezhañ.
Frailhañ ar glorenn vanilla e daou damm. Troc’hañ anezhi a dammoù a bevar cm hed.
Tommañ ar billig (wok). Lakaat an eoul sesam, da c’houde ar jinjembr, ar vanilha, ar sukr, hag ar frouezh.
Dre renk e ranker ober:a r rezin da gentañ, ur vunuten war-lerc’h an avaloù, ur vunutenn war-lerc’h adarre per ha fiez...
Meskañ gouestadig ha leskel anezho da boazhañ div vunutenn ken. Astenn ar yod alamandez gant dour klouar, lakaat ar meskaj-mañ e-barzh ar wok, meskañ mat da c’holoiñ ar frouezh.
Servijañ diouzhtu!

Dudius!


Envoyer cette rubrique ą un ami