Iffig Kalvez, Erwan Blanchard , Karolina Ruffle ha Reun Treguer.
Erwan, paotr ar c'heleier. E huñvre? Embann e teuio ar strollad "Joy Division" da ganañ war tachenn Roudourou evit lidañ trec'h War Raok Gwengamp e kampionad... Breizh !
An Divskouarn o nijal, Keleier, Sportoù, Warock.
Karo : Piv a zo gouest, war un dro, da enrollañ, da frammañ ha da skignañ un abadenn ken dillo hag ul luc'hedenn ? Karo, alato !
Trouz er gêr, Un allig c'hoazh, Deomp Dezhi, Playlist.
Iffig, paotr eus a vro Bagan eo. Ken barrek da vestroniañ e abadenn ha da gas an dañs rount.
Trouz er gêr, Un allig c'hoazh, Yec'hed mat d'an holl hag Abadenn ar bagadoù.
Reun, aotrou Maer Treouegad, rener Arvorig FM. N'eus ket gwelloc'h egetañ evit leuniañ en un doare efedus ar paperachoù !
Alies e vez ganeomp un den yaouank war e Servij Keodedel. Edern Madeg a oa e 2018.